Ar garta Ya d’ar brezhoneg

Brest Meurgêr ar Mor ha c’hwec’h kumun eus kumuniezh-kêr Brest (Brest, Gouenoù, Gwipavaz, Plougastell-Daoulaz, Plouzane hag ar Releg-Kerhuon) o deus sinet ar garta evit ar brezhoneg, Ya d'ar brezhoneg.

 

Kinniget e vez ar garta-se gant Ofis publik ar brezhoneg d’ar bed sokial hag armerzhel abalamour dezho d’ober gant ar brezhoneg en o mont en-dro pemdez. Kinniget e vez d’ar strollegezhioù ober kemend-all ivez ha neuze kas un toullad oberoù da benn evel staliañ panelloù divyezhek lec’h ma teuer e-barzh pe e-maez ar c’humunioù, lakaat un droidigezh vrezhonek enlinenn eus o lec’hienn Internet, staliañ testennoù divyezhek da ginnig monumantoù ar c’humunioù, kemer perzh er c’houlzad bloaz evit brudañ ar c’hentelioù brezhoneg evit an oadourien, lakaat panelloù divyezhek war hentoù ar c’humunioù, reiñ arc’hant evit sikour reiñ ur stummadur da implijidi an tiez-kêr a fell dezho deskiñ brezhoneg pe gwellaat o brezhoneg, reiñ ur skoazell arc’hant pe teknikel evit diazezañ pe kreñvaat hentennoù skol divyezhek er c’humunioù…

Kêr Vrest ha Brest Meurgêr ar Mor o doa sinet, d’ar meurzh 11 a viz Gouere 2006, ar garta “Ya d’ar Brezhoneg”, sinet gant an aotrou François Cuillandre, Prezidant Brest Meurgêr ar Mor ha Maer Brest, hag an itron Lena Louarn, Prezidantez Ofis ar Brezhoneg.

 

Setu amañ un nebeud gerioù tennet eus prezegenn François Cuillandre :

“Gwir eo ivez eo cheñchet kêr. Er bloavezhioù diwezhañ, al lañs nevez am eus bet c’hoant da reiñ da Vrest, oc’h ober anezhi meurgêr kornôg Breizh, a ro tu deomp da reiñ e blas d’ar vreizhadelezh.”

“Ar vreizhadelezh, hiziv, a zo un doare da vezañ asambles, ur sevenadur, esmae hag ur yezh a ranker gwareziñ.”

“Diskouez a ra al lusk-mañ ez eo ar brezhoneg tra an holl Vretoned, pe e kaozefent anezhañ pe ne rafent ket.”

“En ur lavarout “Ya d’ar brezhoneg”, e lakaomp an traoù da vont war-raok, evel ma ra strollegezhioù bras Breizh, ar c’humunioù, an embregerezhioù, ar c’hevredigezhioù. Da lavarout eo e labouromp evit ar vodernelezh.”

... hag un nebeud pozioù bet distaget gant Lena Louarn :

“Da heul ar steuñv politikerezh yezh votet a-unvouezh gant Kuzul rannvro Breizh, hon eus spi e teuio Brest da vezañ ur skouer eus ar pezh a c’hell ur gêr vras ober evit reiñ buhez d’ar brezhoneg. An devezh-mañ a c’hellfe bezañ un devezh istorel evit ar brezhoneg e Brest”.