Brest, ar veurgêr e kornôg Breizh

Digor-bras eo Brest war ar Mor Atlantel, e beg Breizh hag Europa, ha kavet e vez diouzhtu war holl atlasoù ar bed. Ar veurgêr ar pellañ eo war-zu ar c’hornôg en Europa, a-dal d’ar mor.


 Stummet eo bet hec’h istor diouzh nested ar mor : abaoe ar XVIIvet kantved ez eo Brest arsanailh ar Morlu, hini ar Roue da gentañ, an hini Broadel hiziv an deiz. Brest eo ar bon pennañ evit ar Morlu Gall, ar porzh kentañ e Frañs evit a sell ouzh dresañ al listri, kêr-benn Europa evit skiantoù ha teknologiezhioù ar mor, gant-se ez eus lañs enni gant barregezhioù ha tachennoù gwellentez anavezet bremañ er bed a-bezh e meur a ziskiblezh liammet ouzh ar mor.


Emañ kêr Vrest ivez a-us unan eus kaerañ morlennoù ar bed, anezhi ul lec’h a-zoare evit an diduamantoù merdeiñ, hag eno ez eus bet sportourien e-leizh o pleustriñ a-raok ober berzh. Anavezet eo Morlenn Brest ivez e-giz ul lec’h ma kaver loened ha plant liesseurt danvor evel na vez ket gwelet nemeur, ken eo ur souezh. Meurgêr sevenadurel kornôg Breizh eo Brest ivez. Pa vezer o vevañ e beg Europa e c’haller gwelet pell hag a-vras, bezañ digor war lusk ar bed ha kaout ur spered hollvedel. Liesseurt ha digor eo Brest, ganti un identelezh vreizhat, en em harpañ a ra war he gwrizioù evit lakaat war wel, en un doare dinec’h, hengoun ha modernelezh, kenskoazell ha doujañs.